Thomas More, pe vMorus, (1478-1535), a oa ur politikour, prederour, skrivagner ha denelour saoz, a oa troet a-enep da zoareoù ha da soñjoù ar roue Herri VIII a Vro-Saoz. En abeg da se eo e voe lakaet d’ar marv gant hemañ. Anvet e voe da sant gant ar pab da c'houde.

Thomas More livet gant Hans Holbein, 1527

Un den a lezenn e oa ivez, tost-tre ouzh denelourien all evel Erasmus. Mont a reas Tomaz More da lean gant ar Chartrouzed en 1499. Nac’h a reas doujañ d’e le a vanac’h pevar bloaz goude da c’hallout mont da gannad e Parlamant Bro-Saoz en 1504. Enebiñ a reas ouzh ar roue Herri VII a Vro-Saoz. Hemañ a redias anezhañ da leuskel e blas a gannad.

Pa varvas ar roue kozh en 1509, e tistroas More d’ober politikerezh. Dre ma oa erru mat gant ar roue Herri VIII, ec’h eas da guzulier dezhañ, ha goude da vouezh-aotreet Kambr ar C'humunioù, hag en 1529, da gañseller ar rouantelezh.

E red-vuhez a voe troc’het pa nac’has Tomaz More sentiñ ouzh kemennadenn Herri VIII, pa c’hoantae hemañ terriñ e zimeziñ gant Catalina Aragon. E gredennoù relijiel eo a harze outañ da vont a-enep da urzhioù ar Pab. Reiñ a reas e zilez diouzh e labour a gañseller en 1532 hag e tilezas ar bed politikel. Lakaet e voe en toull-bac’h en 1534 ha troc’het e voe e benn dezhañ d’ar 7 a viz Gouere 1535.

En 1935, e voe lakaet da sant gant an Iliz Katolik.

Skrivet en deus Tomaz More ur romant politikel brudet Utopia, a oa he c'hêrbenn en Amorot, bet lakaet e brezhoneg gant Fañch Morvannoù, hag embannet gant Planedenn.