koulskoude
Brezhoneg
Adverb
koulskoude /kulsˈkuːde/
- Termen a dalvez da verkañ ur strishadenn, un enebadenn e diabarzh un displegadenn.
- Tapet e voe koulskoude, ha kaset d'ar prizon, da Bontrev, hag e voe barnet da vezañ krouget ha devet, ha gwentet e ludu gant an avel. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 216.)
- A-wechoù koulskoude, pa glañve ar vamm-gozh, ha ret dezhi chom war he gwele gant ar remm, Yun a yae, bep lun, d'ar vorc'h, da gerc'hat ur bara a bemp lur. — (Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957, p. 31.)
- E penn kentañ ur frazenn:
- - ... Koulskoude n'on ket evit kaout truez outañ : bremaik edo o tennañ warnomp. » — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 224.)
- Koulskoude e lavarec'h dec'h e oac'h skuizh gant an Aotrou Hervé. — (Yann-Vari Perrot, An Aotrou Kerlaban Pez farsus e 3 Arvest, Brest, 1922, p. 33.)
- Koulskoude e lavarec'h dec'h e oac'h skuizh gant an Aotrou Hervé. — (Yann-Vari Perrot, An Aotrou Kerlaban Pez farsus e 3 Arvest, Brest, 1922, p. 33.)
- E penn kentañ ur rannfrazenn:
- Ar vuoh-se n'eo ket kovegez ha koulskoude he-devez leuëou kaer. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 276.)