Mont d’an endalc’had

Emma Watson

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Emma Watson e 2013

Un aktourez saoz eo Emma Charlotte Duerre Watson , bet ganet d'ar 15 a viz Ebrel 1990 e Pariz (Bro-C'hall).
Bevet he doa e Paris betek an oad a 5 bloaz. Deuet eo Emma Watson da vezañ brudet gant ar filmoù Harry Potter, ma c'hoari Hermione Granger, gwellañ mignonez Harry ha Ron. An aktourez a zo ivez un dougerez-dilhad, ha krouet he deus dilhad evit ar re yaouank. Emañ Emma o studiañ al lennegezh saoznek, e skol-veur Oxford.

Stourmoù

Palestinia

E miz Genver 2022, Watson he devoa roet harp da Balestina dre ziskouez ur skeudenn pro-Palestinian gant ur vanifestadeg hag o embann "Solidarity is a verb" war Instagram. Degemeret fall-tre eo bet gant ministr ar skiantoù Israelian Danny Danon, skrivet en devoa war Twitter, "10 pent evit Gryffindor evit bezañ enep-yuzev". Kannadour Israel en Aozadur ar Broadoù Unanet Gilad Erdan en devoa taget anezhi ivez. Kemennadenn Danon a zo bet burutellet gant Leah Greenberg, kenrenerezh an Indivisible Project ha Sayeeda Warsi eus ar Strollad Mirour. Un 40 a dud, gant Susan Sarandon, Mark Ruffalo, Miriam Margolyes, Gael García Bernal, Peter Capaldi, Maxine Peake, Viggo Mortensen, Steve Coogan ha Charles Dance, a oa savet evit harpañ anezhi en ul lizher embannet gant Artists for Palestine UK.

Liammoù diavaez