Mont d’an endalc’had

Plistin

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Plistin
An ti-kêr.
An ti-kêr.
Anv gallek (ofisiel) Plestin-les-Grèves
Bro istorel Treger
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Lannuon
Kanton Plistin (pennlec'h)
Kod kumun 22194
Kod post 22310
Maer
Amzer gefridi
Christian Jeffroy
2020-2026
Etrekumuniezh Lannuon-Treger Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Treger ha Goueloù
Lec'hienn Web (fr)Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 3 635 ann. (2020)[1]
Stankter 105 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 39′ 28″ Norzh
3° 37′ 47″ Kornôg
/ 48.657777778, -3.629722222
Uhelderioù bihanañ 0 m — brasañ 127 m
Gorread 34,52 km²
Lec'hiañ ar gêr
Plistin

Plistin (distaget: [ˈplistin]), ur gumun eus Breizh e departamant Aodoù-an-Arvor. Pennlec’h Kanton Plistin eo.

Douaroniezh

  • War lez ar stêr Yar emañ Plistin. Graet eo arvor Plistin gant tornaodoù ha traezhennoù. Unan eus baeoù brasañ Breizh eo, en em astenn a ra eus Sant-Eflamm da Lokmikael a-hed 3 km ha galloud a ra ar mor dichalañ betek 1,3 km eus an douar. Lec'h uhelañ arvor Plistin eo Hyrglas[2], Roc'h Hallaz (pe "Roc'h Karlez"), ur pezh mell roc'h vras, a sko war bae Sant-Eflamm, 84 m eo en hec'h uhelañ. Kinnig a ra al lec'h-mañ ur panorama 180° war ar bae, hag ul lec'h gwareziñ logod-dall a zo dindani. Kalz a laboused-mor a vev er vro, evel, da skouer, herlegoned, kerc'heized louet, ha spesadoù laboused aod all.

Anv

Stummoù skrivet

  • Régis de Saint-Jouan ː Plegestin, 1096; Plestin, 1330; Plestin-les-Grèves, 07.07.1884
  • Bernard Tanguy ː Plegestin, 1086, 1163; Plestin, 1292; Plestina, XIIvet; par. de Plestin, 1330; Plestin, c. 1330, fin XIVvet; Ploegestin, 1481
  • Erwan Vallerie ː Plesgestin, 1086, 1163; Plestin, Plesti, 1330; Plestin, 1371; Ploestin, 1424; Plestin, 1425; Ploestin, 1426; Plestein, Plestin, 1425; Plestin, 1516; Plestin, 1709

Gerdarzh

  • anv den (sant ?) Justinus, e hen-brezhoneg Iostin, Iestin

Ardamezioù

En aour, e gebrenn en gul, heuliet gant teir steredenn ivez en gul[3].

Istor

  • Nac'het e voe an distaoliadeg roueel eus miz C'hwevrer 1676 ouzh daou zen eus Plistin, Jacques hag Yves Gariou, goude Emsavadeg ar Bonedoù ruz[4].
  • Mervel a reas 48 den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[5].

Trevadennoù

Melestradurezh

Meur a garter a zo e Plistin, en o zouez emañ dreist-holl reoù Sant-Rok, Sant-Jagu, Sant-Eflamm, Sant-Sebastian, Sant-C'haran, Toull ar C'hirri ha Porzh-Maeleg.

Listenn maeroù Plistin
Mare Anv Strollad Karg
? ? François Ales ? (?-?)
Meurzh 1971 Meurzh 1977 Marcel Hamon PCF Kuzulier meur Kanton Plistin

(1973-1979)

Meurzh 1977 Mezheven 1995 Roger Rioual PCF Kuzulier meur Kanton Plistin

(1985-1992)

Mezheven 1995 2020 André Lucas PS Labourer-douar, Kuzulier meur Kanton Plistin

(1998-2011)

2020 bremañ Christian Jeffroy -
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.

Glad ha sevenadur

Glad relijiel

  • Iliz katolik Sant Eflamm a zo deuet da vezañ ur monumant istorel e 1908. Savet eo bet etre ar XVvet kantved hag ar XVIvet kantved, ar pezh e c'hellomp gwelout war talbenn ar porched e-lec'h m'eo skrivet ar bloaziad 1576.
  • Chapel Santez Barba enskrivet e 1934 evel ur monumant istorel.
  • Chapel Sant Yagu, adsavet e 1496 a zo bet benniget e 1498 a zo enskrivet evel monumant istorel.

Glad sivil

Lec'hioù heverk

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

Niver a annezidi

Melestradurezh

Tud

Tud bet ganet eno

Tud bet marvet eno

Ardamezeg ar familhoù

Adam, aotrounez Kermalvezan ː

Brizhet etre argant ha gul, e vevenn en sabel bezanted en argant[14]

de Bégaignon, aotrounez al lec'h se, Kerhuidonez, ha Rumen

Plezhek etre argant ha gul (siell 1420)

de Coëtlogon, aotrounez Kerberio

En gul e zri skoedig en erminoù

Brezhoneg

Ar Brezoneg er Skol

Ya d'ar brezhoneg

  • D’an 8 a viz Meurzh 2006 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
  • D'an 9 a viz C'hwevrer 2007 e oa bet roet d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 1.

Deskadurezh

  • Ur skol divyezhek a zo eno abaoe 1999.
  • E distro-skol 2023 e oa 54 skoliad er c'hlasoù divyezhek (26,5 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez[16].

Ar sportoù

  • Porzh kozh Toull ar C'hirri, war aber an Douron, a zo deuet da vezañ ur porzh gwarez evit bigi dudi. Betek eno e teu d'ar porzh al listri-bale eus Beg-Douar war Beg an Arvor.
  • Sportoù bageal a vez graet e Sant-Eflamm. Tu zo d'ober karr-dre-lien, katamaran, plankenn-dre-lien, kaiak-mor.
  • Pa vez redadegoù kezeg war al Lev-draezh, e teu 1700 vakañsour ha c'hoarier bennak da glaoustreañ war ar c'hezeg.

Darempredoù etrebroadel

Gevelliñ

Bro Kêr Abaoe
Kernev-Veur Lannstefan 1984
Alamagn Feldheim 1998

Levrlennadur

  • (fr)Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes. Département des Côtes-d'Armor. Eléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général des Côtes d'Armor. Saint-Brieuc. 1990
  • (fr)Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Chasse-Marée. ArMen. 1992
  • (br)Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Daveoù ha notennoù

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Bernard Tanguy ː hir, ha glas (pe gwer, pe glas, pe louet). Meneget dinda ar stum se e 1086.
  3. (fr)Ma weler Martin Schultz, Prezidant Parlamant Europa, gant bannielig ar gumun, hag aotrou maer Plistin, (fr)Skeudenn ma weler ar skoed ouzh moger an ti-kêr
  4. (fr)Arthur Le Moyne de La Borderie , La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg)
  5. 5,0 ha5,1 (fr)Monumant ar re varv - Memorial Genweb
  6. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  7. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  8. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  9. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  10. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  11. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  12. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  13. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  14. (fr)Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. 1890 (diwar Guy le Borgne)
  15. (fr)Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 266, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
  16. (br)Distro-skol ar c’helenn divyezhek